Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Eur grignol. Kailhar ha gweleou kevnid. Tristidigez ha paourentez. A-dreuz an doênn dismantret, al loar a sil he sklerijenn. Nomenoe a zo e benn kurunennet a stered. War c’horre ar plañcheiz, eur foeter-hent a zo gourvezet ha morgousket ; huñvreal a ra.


Ar foeter-hent, dre e gousk

Me ’ zo eur paour-kaez den e-unan war an douar.

N’em eus ket anavezet va mamm, n’ouzon ket piou eo va zad ha n’oun dare pelec’h oun ganet. Me ’ zo hep kar na par, hep micher na stad.

Em bro, me ’ zo eun divroad, hag eun emzivad ; eur foeter-hent e bro va zad.

An awen

N’out ket paour kaez den war an douar.

N’emaout ket hep micher na stad hag, e Breiz, n’out ket eun divroad.

Ar foeter-hent

Mouez tener, mouez diamen, ha lavaret hoc’h eus n’oun ket eur paour kaez den.

An awen

Eur blanedenn dispar a zo tonket d’it war an douar.

Ar foeter-hent

Siouaz d’in ! Siouaz d’eoc’h ! mouez flour, mouez diamen, e Breiz ez oun bet hag e vin eur paour kaez den.

— 133