Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/130

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
mestr an ti

Blot n’int ket ; nemet leun int… Evelato, mar doc’'h kabiten evel Izidor…

nomenoe

…Lez ar soudarded d’ober korfad kousk. (Azeza a ra e kougn an oaled.) Tan ! tan ! dir ha dir !

mestr an ti

Aon am eus ouz an den-mañ. N’emañ ket gantañ, moarvat, e holl skiant vat. (Da nomenoe) El laez… er grignol, n’eus ket a soudarded ; nemet eur foeter-hent gourvezet war eur c’holc’hed pell, ledan awalc’h evit daou.

nomenoe

Mat ! pignat a ran da c’hrignol ar foeterien-hent.

mestr an ti

Nozvez vat ! Evit netra ha gant joa e roan d’eoc’h lojeiz.

nomenoe

Ha ro degemer mat d’ar brezelour — soudard pe gabiten — a zeuio araok an deiz da c’houlenn lojeiz diganit.

mestr an ti

Ne chom ket zoken eun hanter golc’hedad pell da rei d’ezañ da c’hourvez.

nomenoe

Te a raio d’ezañ gwele mestr an ti. Ha ma lavar d’it : me eo Nomenoe, kred anezañ ha tomm d’ezañ eur mell skudellad flip, rak Nomenoe a zo henoz kement Breizad kalonek en deus argadet evit ar Vro. (Pignat a ra. mestr an ti a ya da serri an nor.) Mezo out pe divemor ? Ha n’em eus ket lavaret d’it lezel digor frank an nor ? Aon ac’h eus ouz ar bleizi ?

mestr an ti

Ar bleizi pevarzroadek ne reont ket aon d’in.

128 —