Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/115

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Nomenoe

Na gemer ket da bried eur bennherez e Breiz-Izel, pe e savo dizale kerse ha keuz d’it. Eur c’habiten e Breiz a gavo koantiri all.

Al laboused

Koantiri all.

Nomenoe

Va breur-me a zo dimezet d’eur bennherez pinvidik, ha goude emgann Ballon ez oun aet d’he gwelout. « Avalou douar, emezi, a vo fritet d’it ? » Evit ar moc’h e oant poazet, ha d’in-me kinniget. — « Bennoz Doue, emeve, mar deo goullo va c’hof, e c’hellan gant nerz kalon chom hep koueza eus va sav. An dibri hag an eva a zo eun distera. » Goude e lavaris d’am breur ha d’am c’hoar-gaer : — « Roit d’in evit va dougen ar marc’h reuta a zo er marchosi, rak mirc’hed am eus krevet dindanoun en emgann ha leoiou am eus d’ober hag ez oun aet gwall skuiz. » Neuze, avat, va c’hoar gaer, pennherez ar Gili, a lavaras d’in gant he digareziou : — « Ar marc’h a zo klañv, ar gazeg dihouarn ; n’hon eus, siouaz ! er c’hraou, loen evit ho tougen. » Ha setu henoz e kerzan war droad, trec’her e gwirionez, hogen tremeniad.

Izidor

Pa zegouezi e Redon, lavar d’am zad ez eo gwasket va c’halon. Lavar d’ezañ ouspenn e tegouezin, evel kustum, diwezat.

Nomenoe

Kenavo d’it, Nomenoe… Rak henoz Nomenoe a zo kement den a gar Breiz en e galon hag e ene. (Nomenoe a gerz.)

Izidor

Siouaz d’in ! n’oun ket Nomenoe hag a-boan oun kabiten. Me ’ zo Izidor an Trilonk, gwall vrudet e Redon. (Santout a ra eun touseg o fichal dindan e zourn, war an hent.) Salud d’it, va mignon.

— 113