Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/110

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
an eostig

Sioul ha sioulik, labousedigou !… Tremenet ar brini, hogen ar sparfell o tostaat.

ar brini, pell

Geoliad gwad !…

ar sparfell

Eur burzud a zo ganet hizio war zouar Breiz-Izel. Eur burzud a gan en avel hag, evel eun aezenn, a dremen war ar maeziou.

an eostig

Souezet omp o klevout ken flour ho mouez, henoz.

ar sparfell

Henoz al laboused, sparfell evel eostig, a dle kana flour. Henoz ar sparfilli evel an eostiged a dle kana ar burzud, levenez penn-da-benn.

an eostig

Hag ar burzud ganet neuze e Breiz-Izel ?

ar sparfell

Gwelet hoc’h eus brini o tremen. Brini lor, brini du, leun a gig hag a wad. Brini lor, brini du, mezo gant gwad fall, gwad fall.

al laboused

Gwad fall, gwad fall.

ar sparfell

Gwad fall a vezo gwad mat. Gantañ an ed, e Breiz, a ziwano timat ; a ziwano stank, a ziwano puilh ha, da vare an eost, e kano ar meder, perc’henn laouen ha dianken.

Perc’henn en e bark, perc’henn en e di, evel ki en e groc’hen. Edon bremaik o nijal us da gompezenn Ballon hag eus an oabl em eus gwelet, war ar gompezenn, lazadeg veur meurbet. Gwelet em eus o koueza, toullgofet da viken, gwelet em eus o tec’hout, spouron en o c’halon, ar re a oa kent ar vistri e kompezenn Ballon. Gwelet em eus o tec’hout a dreuz ar parkou ed, ar re o doa hadet hag a soñje medi…

108 —