Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/107

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Eun hent doun da vare ar c’huz-heol. Laboused : an eostig war lein ar wezenn ; al laouenan war ar skourr izela, mouilc’hi, er c’harz, o kana… Ar rakerig, er foenneg, a zo tavet.


an eostig

Laouenan, laouenanig, perak e kanez ken diwezat e serr-noz ?

al laouenan

Kement a levenez a zo em c’halonig ma n’oun ket evit mirout, eostig noz, da gana.

an eostig

Mouilc’hi, mouilc’hi, perak e c’houitellit, diehan, er c’hili, en noz o tostaat ?

eur voualc’h

C’houitellat a reomp, eostig noz, da sklerijenn ar mintin, rak goulou an deiz a zo o para en dro d’imp.

an eostig

N’emañ ket ar goulou deiz rak bremaik e nozo ha, d’ar mare-mañ eus an deiz, ar mouilc’hi, kludet er girzier, a vez tavet o mouez.

eur voualc’h

P’emañ an heol o sevel pe bremaik e nozo, eostig-noz, eostig-noz, n’omp ket evit tevel.

— 105