Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
konwoion
Petra ’ c’hoarvez gant ar c’hloareg-mañ rei an ton ? (D’ar gouerien) Oe ! Oe ! (Ar gouerien a chom mudet.) Fañch, c’houi a zo kollet ho teod ganeoc’h ?
fañch
Ya !
konwoion
Youc’hit : Oe ! Oe !
fañch
Ne rin ket. Jos al Louarn a anavez va mouez. (Stoui a ra e benn hag e dog war e zaoulagad, gant aon da veza anavezet.)
konwoion, d’ar gouerien all
Alo ! youc’hit holl a vouez uhel : Oe ! Oe !
holl
Ne raimp ket, ma ne ra ket Fañch.
konwoion
Archerien, divudit ar re-mañ gant ar skourjez. (Ar vrezelourien a zo deut war blasenn dirak ar volz enor. Merc’hed a strew bleuniou, dirazo, a fozadou. Kaniri.)
eur c’hadour, souezet
Petra ’ sinifi ar gouel-mañ ? (Ar gadourien a ziskenn diwar varc’h.)
konwoion
Hep ! gortozit. Chomit war varc’h.
an holl gadourien
Skuiz omp.
konwoion
Ha Nomenoe ?
ar gadourien
N’eus Nomenoe ebet ganimp.
100 —