Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Mona.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
MONA


Un heol gwenn a bare etre targosioù diskourret ar c’hleuz. Ur voualc’h a biklamme dirazomp penn-da-benn gwrimenn ar waremm. An amzer a oa skornet ha difiñv war an uhel.

— Selaou ! eme Alan.

Edo ur c’harr o pignat du-hont gant an hent. Draskadennoù ar rodoù o storlokat er skoaselloù, a zassone en aer yen, evel ma vije bet an hent tost tre, en tu all d’ar c’hleuz. Ar paotr-karr a gane.

— Ar portezour ! eme Alan. Bloaz ’zo n’em boa ket klevet e ganaouenn.

Alan a dride e galon o kavout hep kemm e vro c’henidik.

Dre ma kerzhemp, e tisplege din :

— Bep lun, en ur vont da gas bleud da gêrioù ar menez, e kan ar portezour, abaoe bloavezhioù, ar ganaouenn a glevez. N’eus ket par, war e veno, d’an diskan-se da lakaat ar jav da vont ingal gant an hent.

Ne oa kemm ebet er vro, en amzer o vont e-biou.

Edomp degouezhet e penn pellañ ar waremm. Ul lamm a rejomp war ar c’hleuz gant nerzh hon arzelloù yaouank. Etre div wezenn-bin e tarzhas an draonienn, gant koadoù ha brouskoadoù ruz war an holl diribinoù, pradoù glas er goueled, hag, er