Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/61

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

krenv ha gwin zoken ! — Daoust ha goab pe betra a rae outan ? — Chom heb eva gwin ? da vervel gand ar zec’hed p’edo nerz ar zoudarded ebarz ar boutailhou ?… Awechou e choment peder eur war’n-ugent hep tamm. — Ha ma ne vije ket bet gwin da eva ?… Penaos chom yac’h e kreiz ar c’houez fall a zave eus breinadurez ar c’horfou maro, ma ne vije ket bet a hini krenv ?…

Mordiern a gendalc’has da eva ; eva reas gwasoc’h eged araok evid ankounac’haat e c’hlac’har eun abadenn.

Awechou e lamme d’an arsailh hanter-vezo. Ar bolodou a c’houitelle en eur vont e-biou hep toulla e lêr d’ezan.

— « Gwir eo, a lavare ar re-all, « bez’ ez eus eun Doue evid ar re vezo. »

Eun Doue ’zo evid an holl, evid ar re vezo evel evid ar re-all, rak an Doue holl-c’halloudek a zo eun Doue a druez.

Mordiern a echuas ar brezel, gand ar re all, hep beza bet krabiset goudeze gand eur bolod zoken. Ma ne lazas ket ar brezel e gorf, e c’hloazas anezan doun, hag e lazas anezan en eur c’hiz. Gant naon an deveziou divoued, gand yenijen nozveziou ar ged, ha gand ar gwad mezvier a oa ennan, ar paour kaez soudard en em lakas da eva… da eva…

Pa zeuas diouz talbenn an emgannou d’ar c’hazarn, abarz beza kaset d’ar gear, ne chomas ket eur zizunvez hep tremen an hanter anezi er prizon.

— Ar mab warlerc’h an tad ! »

Mouez ar gwad !… ar ouenn !…

Eur wech deuet d’ar gear evit mat, hag an tiegez ?…

An tiegez ?…