Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/50

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Mordiern a ouelas evel eur bugel en eur lenn lizer an emzivadez. Ah ! mar bije bet aze !… Piou oar pe vare ez ay ? Ar bolodou a dreuz an nenv, a zrask hag a laz ; bremaïk ez ay gand e genseurted d’an arsailh, mar ne vez ket dalc’het, aze, e dounder ar c’hleuz gand an aezenn-voug. Koll a ra fizians.

Ar maro a zo en-dro d’ezan, e pep lec’h.

Santout a ra an douar o krena endro d’ezan, hag etre diou waskadenn, tud glazet o yudal.

Ar brezel a badas bloaz, daou vloaz, tri bloaz…

Kaer e oa gortoz, ne oa ehan ebet d’al lazadeg.

Red e oa da dorfejou ar bed beza braz evit beza ezomm eus kement a wad d’o gwalc’hi.

Bep taol pa zeue d’ar gear, Mordiern a wele bepred, gant glac’har, beziou nevez flamm, er vered ; gand anoiou all, anoiou mignoned, siouaz ! a astenne o roll, hag a lake pedi evid an anaon. Da beb ano anvet e save eun tad, eur c’hoar, eur vamm, he c’hoef mezer du ganti, hag an iliz a dregerne gand o difonkadeg.

Pegwir e pade keid-all ar brezel kriz, Mordiern ha Soazig a lakaas en o zonj dimezi.

Er bloavez seitek e voe rust meurbet ar goanv. Skorn, lammou, divesker torret. Ar vosenn ive a gerzas dre ar vro gand ar maro war he lerc’h.

An emgannou a yae war wasat.

Soazig a grene hag a bede.

Fizians he doa.

Awechou, koulskoude, e teue hec’h ene da gemer aon :

« O ! emezi, lazet e vo ! N’eo ket bet glazet, met pa vezo tizet… o !… Kreiz an tan, noz deiz, heb ehan, miziou a zo. »

Mall oa ganti gwelet he Mordiern o tont d’ar