Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/46

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

menez, ha torret gand ar blanedenn rust, a voe skoulmet adarre dirak lagad Doue.

Mar lakas Soazig en he zonj mont d’ar gouent da veza leanez, n’oa ket dre garantez dreist evit Doue, met gand an dizesper, hag evit derc’hel sonj eus he c’harantez genta, ha gouela e peoc’h, he-unan, dirak Doue, hep beza gwelet gant lagad den er bed.

Da warlerc’h an eost e voe lakaet an eured.


————