Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/44

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

d’an iliz gant daou zoner mezo, o seni warlerc’h an arched, evel d’eur c’horoll bennak ; e dad douaret evel eur c’hi !…

Kaou, d’e dro, a oa tarzet evel eur c’hi. (Dorn Doue a oa eno). Met Mordiern ne bardone ket d’ezan.

Eun devez e oa o labourat er menez, beuzet en e c’hlac’har. Kaer en doa hasta buan, hag ober labour warlerc’h labour, ar velkoni a grigne anezan gwasoc’h-gwasa.

Sammet pounner e galon, labour tenn war e gorf, Mordiern a oa deuet da veza kastiz meurbet. Distruj e oa.

Edo an heol uhel en Nenv ; Mordiern a zeuas sonj d’ezan edo el lec’h ma pokent warlene an eil d’egile, Soazig hag hen.

An hevelep heol a bare hag an hevelep bannou a domme an douar.

Sevel a reas e gein evid ober eun diskuiz.

Troi a reas e benn.

Lammet a reas, en eun taol, e gorf a-bez.

Soazig a oa aze, en he zav, dirazan.

Sellet a rejont an eil ouz egile, souezet oc’h en em gaout adarre penn ouz penn.

« Penaos, c’houi aman, Soazig ?

— Oh ! lavar d’in, te, evel gwechall, evid an diweza gwech ! N’eo ket mat d’in dont marteze ; met ne oan ket evit mirout.

— Petra ’zo nevez ?

— Da lavaret kenavo d’it oun deuet.

— Penaos ??… N’em eus klevet netra !
  Petra ’zo ?

— Den ne oar c’hoaz, nemet va mamm. O vont d’ar gouent emaoun da Vontroulez ; eus a Vontroulez e vezin kaset er-maez a Vreiz. »

Mordiern a gave d’ezan e oa maro en e galon karanteziou ar bed. Fallgaloni a reas o selaou komzou Soazig. Soazig d’ar gouent ?… O !