Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/23

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

eus ket gellet dont abred a-walc’h. O tiskenn gand ar c’hoad edon, etal Pont-Ruz, pa glevis sonerien war an hent bras. Digouezout a ra awechou eur vadeziant ebarz an iliz epad ma kaner ar c’hanv en eun aoter all, ha den ne chencho reolenn ar bed. Met ar pez n’em boa ket gwelet c’hoaz, e oa kanv eun douaredigez edoug m’edod o kana al levenez hag ar garantez en eun oferenn eured. Kement-se a c’hellfe digouezout er c’heariou bras, lec’h ez eus aoteriou eleiz en iliz ; met en hon ilizou-ni, war ar maez, morse. O ! ne garfen ket e teuje eur c’horf maro adrenv va c’hein keid ma vefen penndaoulinet ouz ar pled evid an oferenn eured. Glebiet e vefe va zal gand ar c’houezenn yen ; met kement-se ne vo ket. »

Paour-kêz Mordiern… Kement-se ne vezo ket !… Gwir a lavare !… Re wir, siouaz !…

Mordiern a gendalc’he :

« Souezet e oan o klevet ar biniou hag ar vombard o seni. Erruet war an hent bras, petra am eus gwelet ? — Arched ar paour, maro, aman war deil ar c’hraou. Adrenv an arched daou zoner o seni evel daou ziaoul, evel evid ar brasa hag ar c’haëra eured. Pa ehanent eun tammig evit tenna o alan, e kleved mouez raouliet ar c’hloc’her, ha teir pe beder blac’h koz o teodata war-lerc’h. Hag e lezis ar paour da vont gand e hent.

Pa ’z eas an daou zoner ebiou d’in :

— « Petra ’fell d’it, emezo ? Dao eo ober eun tamm reuz d’ar re baour evel d’ar re binvidik. »

Ar reuz evid al lidou, na petra ’ta ? Kaër o doa int sevel o fenn, ne c’hellent ket sellet eün ouzin. Goulou an deiz oa trompl en o daoulagad. Kerzet a raent gand o hent en eur zeni hag en eur vralla.

Eur pennadig e chomis war lez an hent da zellet outo o pellât, hep bennoz, hep malloz e va ene souezet.

— Eur vez ! a lavaras Franseza.