Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

en e spered piou oa ar paour dianav a jome war o lerc’h, ebarz ar c’hraou ?

« Ha c’houi a lavar, Franseza, e c’halve ac’hanoun araok mervel ?

— Ya ! « Mordiern » a lavare, « Mordiern » !Youennig Mordiern, ma vijes bet aman !…

— Netra ken ?

— Netra.

— Youennig ?… a zonje Mordiern. Gouzout a rae va ano ? Va anaout a rae ervat ! Ne zeu ket en va envor beza gwelet an den-ze dirazoun. Tenval eo an traou em spered… Perak am galve ?… Piou ’oar ?… »

Ar paour a oa maro, ha maro mat. E javedou a oa serret evel eun durkez dir. E gorf a oa aet sounn hag e deod mut… da viken.

Er-meaz, an avel a yude e beg ar gwez. Roc’hal a rae ar siminal gantan evel korzennou eun ograou.

— « Ah ! Mordiern, a lavaras an tad-koz, n’ec’h eus ket graet taol re vat. Me grede d’in e oa evit beza lakaet en e baperou, war e destamant ?…

— Kaou, eme Vordiern, sec’h, biskoaz n’em eus c’hoarzet ouz eun den maro, dreist holl keit ma oa e gorf, tomm, war ar varskanv dirazoun ». An tad-koz ne lavaras grik. Sevel a reas e ziouskoaz gand eun neuz a druez evit ar paotrig yaouank, savet c’hoant dezañ roi kelenn d’ar re goz.

Soazig a zavas war he zad ha war Vordiern he sellou glac’haret. Daërou oa leun he daoulagad, ha ne c’hortozent nemed eur finv eus he malvennou digor frank, evid koueza war voulouz he bruched. Sellet a rae gant truez ha souez ouz Mordiern, n’eo ket evit gourdrouz anezan,