Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

garantez… He zonj er re varo ne zigase tristidigez ebet war he zal, truez hepken. Ar maro, eviti a oa eun dra seder, rouantelez ar peoc’h, rouantelez an diskuiz. N’he doa graet netra evit kaout anken pe nec’h. Ne ouie ket petra oa an droug. Met henoz koulskoude, oc’h en em gaout e-kichen Mordiern, en eur welet en eun tu d’ezi he c’harantez, he buhez, hag en tu all ar maro, ar maro kriz, e kollas he daoulagad eun tammig euz o lufr.

Ar paour a oa astennet war eul linser wenn, ledet war gouzer sec’h. E ziou vrec’h a oa gantan e kroaz war e vruched. E benn, aet adrenv, gand ar glac’har, pe an dizesper, a oa eun druez da welet. Kigennou e zioujod a oa kammet en daou du d’e c’henou evel pa vije bet o c’hoarzin. Ne oa ket gellet serri d’ezan e zaoulagad. Digor frank e oant. Met ne veze gwelet mab ebed enno ; mab e zaoulagad a oa eet adrenv, en e benn. E c’henou a oa kammet, marteze gand an diweza klemm a c’hlac’har pe a zroug, pe gand eur malloz diweza evid ar bed.

Ar paour, ruz poaz e zremm, pa oa astennet e izili, a oa eun tamm brao a zen. Gouzanv en doa graet ar paour-kaez, abarz mervel, o klask difenn e groc’hen ouz ar maro kriz, eur maro spontus, en eul lec’h dianav, hep mignon, na beleg da deurel en e galon ar frealzidigez gant he balsam diweza :

« N’eo ket gant droug ar c’horf eo e c’houzanvas ar muia ; kemend-all en doa gouzanvet pa gouske hed an henchou, e glebor ar foziou, dindan an aveliou, ha glao ar goanvou rust ; nann, met gand ar spont ; o santout ar yenijenn oc’h en em lakaat e beg e dreid hag e zaouarn, gand ar spont da vervel evel eur c’hi, hep gouzout ha