Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

da fall. E c’har gleiz a oa reut. Ne blege tamm pa valee. En eur c’hargamma, stouet e benn, hep sellout ouz ar prenestr, evel eun aneval o vont da vervel, e teuas beteg an ti. En eur stleja e gorf, e teuas da skei war an nor. O sellet outan dre ar prenestr e oan. Klujet e oa war bizier loaiek ; e zaouarn, treut evel treid eun houad, e starde anezo en eur grena.

« E zilhad — ar pez a chome anezo — a ziskoueze, dre an toullou, kig ar paour-kaez. Eur baro kramennek. E vleo, ne oant na du na gwenn. Eur c’hlenved brein bennak en doa moalet d’ezan e benn, touz ha rac’h.

— Marteze gant an oad, a lavaras Mordiern.

— Marteze a-walc’h. — Hepb mez koulskoude, en doa tennet ar paour e dammig tog. Heugi a raen o welet e benn disto, ar gwad o tivera dioutan, hag ar vreinadurez o toulla e gig beteg an askorn. Dourn ar paour en eur grena a dalfasas eur sin ar groaz. Ne oa nemedoun ebarz an ti. Soazig a oa aet d’ar marc’had. « Kerz d’ar c’hraou, aze en tu kleiz, a laris d’ar paour. » Souezet e chomis pa glevis anezan oc’h eilgeria d’in :

— Bennoz Doue ! emezan.

— Pouez traon a zo evit mont d’ar c’hraou. Kerzet a rae founnus, evel eun den prez warnan gand aon da chom hed an hent. Chom a reas hed an hent, ar paour-kaez. En eur zigeri dor ar c’hraou ez eas war e benn en diabarz. E visac’h hanter-c’houllo a yeas dreist-penn. Eur c’hlemm mouget a zavas diouz peultrin ar paour. »

Mordiern a zellas ouz Soazig. O daou e oa daëlou dindan o malvennou :

« Dic’haloupet oan d’e zevel gand ar mevel. Ar paour a glemme. Ruz oa e benn evel eun eteo tan.

— « Sevel a rejomp anezan war e dreid evid e c’hourvez goustadik goudeze. Krena a rae e gorf