Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/67

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —
Kan ar Varzed

E-giz uheloc’h.

An Drouiz Meur, o tic’hoanagi.

M’eus non ne teuio ket an hanter-all ? Drouiz-Kuzulier. gwelit da welout…

An Drouiz-Kuzulier, o sellout.

N’eus nemet eur vran war un hent… Hogen dont a raio an hanter-all : eur moto ne vez ket pell o troc’ha rout…

An Drouiz Meur

E pe seurd tu eus an hent emañ ar vran ? Daoust ha lammou a ru pe eur bale pozet ?

An Drouiz-Kuzulier a sell adarre.

Nijet eo kuit.

An Drouiz Meur

Konfians em eus neuze… Ar vran-se a zo deuet da anonsi an hanter-all.

Ya, dont a raio. Sur oun.

An Drouiz Meur laouennaet.

Kanit eta ar c’han broadel.