Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/64

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —
Ar Barz-Kaner

Allo ! KAN AR VARZED ! deomp dezi ! Unan ! daou ! tri !

Kan ar Varzed

N’eus ger ebet ; eur mouskan nemetken, faoz ha dre ar fri, war don « an Hini Goz ». Ar mouskan a bado eur munut. An Drouiz Meur a gendalc’h gant ardou al lid.

An Drouiz Meur

N’eo ket erru c’hoaz ?

An Drouiz-Kuzulier

N’eo ket erru c’hoaz ; mes dont a raio.

An Drouiz Meur

Ha ma n’eman ket er gâr ?

Ar barz-Kuzulier

Er gâr eman sûr, p’eo gwir eo bet expediet via Liverpool-Le Havre gant an expres.

An Drouiz Meur, enkrezet.

Kanit an eil kouplet eus kan ar varzed…

Ar Barz-Kaner

Kanomp an eil kouplet eus kan ar varzed.