reont eun exkursion er C’hatalogn evit ober rekor ; breman e skrivont en esperanto evit ober epat. ’Benn ar fin e veskfont asamblez an esperanto hag o brezoneg personel, hag e lavarfont : Setu ar brezoneg veritabl.
Hou ! hou !
Ober a reont poeziou evit c’hoari o barzed bihan. Ne dalvezont ket eur zell zoken ; koulz eo lenn latin. Eur boezienn vihan em eus kavet koulskoude chik tre ha sklear, e pehini a zo kaoz ouz trouz pevar mil tapoulin.
Na pegen pell eman ar poeziou-ze euz poeziou ha barzazed presius hor Barzed !…
Ar MABINOGION, troet eus an iwerzoneg, a vije bet important ha kaer meurbet, ma ne vijent ket bet skrivet en eur brezoneg dieas kenan. An troer a zo yaouank c’hoaz, ha n’eus ket gouezet an tu d’en em zilivri ouz skouer fall ar SKETLA SEGOBRANI. Mes deski a raio e vicher.
Sketla Segobrani ?…
L’éclat de ses gros bras nus !…