Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/21

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —
Eun Diskibl

Dalc’h ganit da zotoniou.

Ar barz-korner a son teir gwech.

An Drouiz Meur

Ar Gorsedd a zo digor. Breman emaomp o vont d’ober an apel. Da genta, ar re a zo eat d’an Anaon. Al listenn a zo astennet, siouas ! rak an Ankou en deus skoet alies abaoue ar Gorsedd diweza.

(D‘an Drouiz) : Kasit eun diskibl all da foueta an dour: ar raned a zo eun torr-penn.

Listenn an Drouized.

Ab-Er.

An Drouized

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Iit.

An Drouized

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Erzdoue.

An Drouized

Desedet.