Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —
Eur Barz, o welout ar skritell chomet a-ispilh
ouz an daol-vaen.
ouz an daol-vaen.
Ah M…!
Dilammat a ra da zistaga ar skritell. An drouized a en em vod en dro d’an daol-vaen ; adreñv an drouized, ar varzed ; adreñv ar varzed, an ovad hag an diskibien. Tro-war-dro hag en diavaez, ar werin. Eun den a zoug war gorre e chupenn glazik eur vuzetenn hanter-sarret, hag e weler enni eur gasketenn.
An Drouiz Meur
Ar Peoc’h a zo ?
Drouized, Barzed, an Ovad
Ar Peoc’h a zo.
Kor ar Raned
Râââ… râââ…
An Drouiz Meur
Ar Peoc’h a zo ?
Drouized, Barzed, an Ovad
Ar Peoc’h a zo.
Kor ar Raned
Râââ… râââ… râââ…