Gwerc’hez Vari ! eur baniel a zo ganto ! Eur gouel Santel eo ! (Pennadaoulina ’ra. Son ar biniou a dosta… Hag e teu war ar c’hoarilec’h : baniel ar Gorsedd, biniou ha bombard ar Gorsedd, izili ar Gorsedd : An Drouiz Meur, hir, moan, koz, treut e-giz eun dreujenn-lann, baro gwenn betek e vegel, eur sae wenn betek hanter e gof-kar, eur falz aour en e zourn, eur gurunen uhelvar war e benn moal ; drouized war o sae wenn, hep kurunen, hep falz aour ; barzed war o sae glas ; eun ovad war e sae glas-beler ; diskibien, krennarded pe dreist an oad-gour, e kiz-kêr, eun tog melon war benn pep hini, ha danvez ovizien, barzed, drouized ha Drouized Meur zoken enno holl. Warlerc’h tre, ar werin : goazed, krennarded, merc’hed a bep oad hag a bep stad. Ar peurvuia eus ar voazed hag eus ar merc’hed — ha zoken ar merc’hed bleo trouc'het — a zoug ar gwiskamant broadel. En eur c’horn ha war weled, an difazier, gwisket evel eur bourc’hiz. An Drouiz Meur a bign war an daol-vaen. En tu kleiz d’an daol-vaen, ar barz-douger, e hanter kleze war eur palennig voulouz ; en tu dehou, ar barz-korner, pe vice-versa : an tu ne ra fors ebet.)
O ! nag a dud kran, va Doue ! (An Drouiz Meur a bign war an daol-vaen. Tevel a ra ar biniou).