Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Dogan 1943.djvu/9

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


E Redon e oa erru an Aotrou Herriot, o tont diouz Pariz da Wened gant e goskor, pa glevas ar c’helou diwar diweuz maer Roazon e-unan, an Aotrou Lemaître.

Ministr Kenta ar C’hallaoued a lammas diwar beg e deod ar ger-estlammi gallek brudet :

— « M... ! Petra ’lavarin dezo ? »

D’ezo ?... D’ar Vrezoned deredet da Wened da ober degemer d’Ezañ, Kannad Bro-C’hall, en ano Breiz Leal... Rag anat e oa, adalek neuze, n’oa ket « leal » an holl Vrezoned !...

Tomm bero ruz e oa an heol, ar sulvez-se, en eun oabl hinon. Eun heol a viz eost. Ar Pennou-Bras, avad, e oa bet skournet o dremmou d’ezo gant ar c’helou kasaüs. Ha ne voent ket evid diskourna a-hed an deiz.

Dremmou Gwenediz hag ar weladennourien n’oant ket heñvel. C’hoarzin a rae ar re-mañ gant eur joa divergont, o klevout an nevezinti. En ostaleriou leun-tenn hag en tiez, e touged yec’hedou da ziskar an Delwenneg ha d’an « dorfetourien » dianav.


Ar boliserien, kennebeut, n’oa ket diseblant o dremmou. Gwelout a raent, hiviziken, eun « otonomist » milliget e kement kristen a yae re sonn gant e hent...

Diwar neuze, n’eo ket mui c’hoari e voe. Dindan boan lakaat goueliou Gwened da goll lufr ha talvoudegez, e oa ret teurel an dorn prim ha buan war unan pe unan eus dismantrerien ar Monumant. Ouspenn m’o doa eur vezekadenn da walc’hi. Soñjit eta ! kemennet e oa bet, en a-raok, d’ezo, poliserien, ha d’ar c’helaouennou, gant eur c’helc’h-lizer sinet : « Gwenn-ha-Du », e vije bet diskaret Delwenneg Roazon, da geñver goueliou Gwened !!! Ha kemeret e oa bet lizer ar Gevredigez-Kuz evit eur godiserez !

Distaget e voe an holl friou-furch a-dreuz ar vro, hag e kement kêr ma vev Brezoned. Toull-bac’het e voe gwazed yaouank, heskinet berniou tud, ha graet, e-kerz c’houec’h miz, furchadennou e ti ouspenn tri mil Breizad, kablus dre ma karent o bro, pe, zoken, peogwir e ouient lenn ha skriva brezoneg.

Ne voe ket disoñjet, evel just, nag aozer al linennou-mañ, na saver ar pezig-c’hoari a vo lennet da heul, nag arzour an tresadennou.

Difreta, klask ha diglask a voe graet, a-dreuz hag a-hed, e-pad miziou ha miziou..., padal, chomet eo ar Polis... ar pez a lavar Jakez Riou. Goueliou Gwened n’o deus mui a dalvoudegez ; ha Ti-Kêr Roazon a zo goullo atao dek bloaz diwezatoc’h, logell e Vonumant.

— 9 —