Pajenn:Riou - Dogan 1943.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
RAKLAVAR


Eur Pennadig Istor


Da ruzell-veure unan euz deiziou kenta miz eost 1932 – setu bremañ dek bloaz dres, e c’hoarveze eun darvoud, ha n’oa den en gortoz eus e strakadenn.

E-keit ma oa keal, e kêr-Wened, bokedi gant lidou pompadus sizunveziad goueliou Pevare Kantved ar Feur-Emgleo a stagas Breiz ouz Bro-C’hall, e tarze gant eur vombezenn hag e tisac’he e-kreiz kêr Roazon, kêr-benn Bro-Vreiz, arouez-eñvor ar Feur-Emgleo eeun-hag-eeun, eun Delwenneg arem, c’houec’h mil lur a bouez d’ezi, bet savet eno 21 bloaz a-raok.

An dra a c’hoarvezas d’ar sul, 7 a viz eost da 4 eur 40 eus ar mintin.

Trouz bras a reas ar poultr e peb keñver : dindan oabl Doue hag e poull ar c’halonou. N’oa ket gwelet gwall-vad gant ar Vrezoned skeudenn o sujidigez, en abeg, dreist-holl, ma oa bet lakaet an Dugez Anna, gant ar skultour Yann Voucher, da blega he glin dirag roue Bro-C’hall azezet. Hag eun dra nevez e oa gwelout Brezoned o lavarout : nann ! en doare-se da aozerien Reuziou Gwened, klevout brogarourien oc’h embann, gant danvez-brezel, ne gavent ket dereat e vije eñvoret, seurt eur gouel laouen, e Breiz, gant Brezoned, ar Feur-Emgleo a reas ganto mevelien ur Bobl estren.

Panevet goueliou Gwened, koulskoude, ne gredan ket e vije bet aet hegleo tarzadenn Roazon en tu-all da harzou Bro-Vreiz. Mouget e vije bet brao-bras ar c’helou, e c’heller kredi, gant Servijou an « Agence Havas ». Meneget e vije bet ar « mestaol », a-dra-sur, met e c’houec’h linennig, ha mad, pell ’zo !... Disoñj eo ar C’hallaoued.

— 7 —