Pajenn:Riou - Dogan 1943.djvu/42

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

en he sav. (Cheñch a ra penn d’an daolenn. Souezet maro e chom.) Petra ? piou ?… pehini… penaos… va… va… va… o ! n’eo ket va… va… gwreg… va gwreg… va gwreg…

AN ARZOUR

Ho kwreg, Aotrou Komiser.

JEREMI

Hein ? Va gwreg ? Me ’lavar d’it, paotrig, ne deui ket da veza eun arzour brudet. Ha va gwreg, pa deuio amañ da sellout ouz ar poltred-se a roio d’it eur flac’had war da fri hag a skopo d’it e-kreiz da zaoulagad.

AN ARZOUR

Hi eo, koulskoude.

JEREMI

Hi ? hi ?… Piou ?…

AN ARZOUR

Ho kwreg, an Itron Jeremi. Tenna a ra d’ezi pe ne ra ket ?

JEREMI

Tenna a ra dezi, sur, hag an dra-se eo ar gwasa ; ar gwasa evidout a fell d’in lavarout. Ar penn a denn, netra ken… Ar peurrest ? Pouah ! A ! paotrig, ker e kousto d’it an taol farserez-se. Ma n’eo ket spontus liva poltred eur c’hast, e noaz pilh, ha lakaat warni penn va gwreg. Ya ! ker e kousto d’it, marmouz fall ; ker e kousto d’it…

AN ARZOUR

Penaos em bije gallet lakaat penn ho kwreg war an daolenn-se ? N’em eus ket dibennet eur c’horf na digorfet eur penn all evit lakaat da zegouezout ar pez na zegouez ket.

JEREMI

Ne gomprenan ket.

AN ARZOUR

Eun arzour en dije komprenet. Penaos em bije gallet liva ho kwreg e noaz hep hi dirazoun ?

— 42 —