Gouzout a ran.
Gwaz pe vaouez eo Berneza ? E skritur moul eo bet skrivet al lizer ha gant ar skriverez eo sinet an ano. (Eur pennad) N’eus forz ; dont a rin da c’houzout ha dindan bragez pe dindan broz e kavin kroc’hen Berneza…
Al lizer-se a oa eul lizer sakr.
Anzavet hoc’h eus. Sklaer eo an afer penn-da-benn ha ne dalvez ket ar boan chom da furchal pelloc’h. Setu amañ, a-berz ar barner, eur baperenn hag a bed ac’hanoc’h da zont bremañ d’am heul.
Ho polontez bezet graet !
C’hoarzit goap da c’hortoz c’hoarzin glas… (Eur pennad) Marteze en eur furchal pisoc’h e kavin eun ano all, gwaz pe vaouez, rak daou e oant evit kas o zaol da benn… Ha c’houi, pehini oc’h eus an daou ? Ar gwenn pe an du ? (An Arzour a ginnig mouga kement e c’hoarz.) Goude c’hoarzadeg e vo leñvadeg, paotrig. Diskouezit d’in ar poltredou hoc’h eus livet.
Ne dalvezo ket d’eoc’h, Aotrou Komiser bras, arvesti poltredou livet gant eun arzour yaouank. Emaoc’h o tont ouz lavarout edo echu hoc’h enklask.
Gouzout a ran, moarvat, ar pez am eus d’ober. Gwelomp ! (Digeri a ra eur c’hartoñs ez eus ennañ taolennou)
Na sellit ket outo, Aotrou Komiser ! Difenn a ran.