Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Dogan 1943.djvu/27

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

c’hontrol a fell d’in lavarout. Chouket e oant o daou gant aon da veza anavezet. Eun trouz spontus a rae ar vilotan ha tiz an diaoul oa warnañ, ken na daole moged. War o lerc’h em eus redet, en eur soñjal e vijent chomet a-sav en eun tu bennak, tost da Roazon. N’o d’eus bet pann ebed hag, a-benn bremañ, moarvat, e tleont beza pell.

JEREMI

Pe hent o deus kemeret ?

N°50

Hent Sant-Malo.

JEREMI

A, ya ?

(An N°9 o tont)

N°9

Aotrou Komiser, tri den a zo o pourmen war lez ar Wilen… Tri den : unan bras, unan bihan hag unan etre an daou. An hini bras, bras evel eur skeul ; an hini bihan, skañv evel eur marmous evit pignat war gein an hini bras ha lammat a-dreñv ar monumant ha lakaat an tan er poultr. An hini etre an daou a oa evit ober ar ged.

JEREMI

Gwelet mat hoc’h-eus anezo ?

N°9

Ha klevet ar pez a lavarent.

JEREMI

Ha petra a lavarent, an eil d’egile ?

— 27 —