Domaj eo, Aotrou Komiser, n’eo ket bet digoret al lizer.
Domaj eo n’eo ket digor da spered… Koll a ra unan e benn.
Er bloaz a zeu, d’ar mare-mañ, ni a ’vo adarre hon daou, Lom ha me, o labourat douar. (Sellout a ra piz ouz ar sinadur war ar baperenn).
Piou eo Gwenn ha Du ?
Aotrou Komiser, Gwenn ha Du n’int ket anoiou tud. Ar gwenn hag an du zo liviou, er politik. (O vont, a gred d’ezañ, a-du gant e vestr). Ar gwenn hag an du a zo mat, nemet ar ruz a zo an tad.
Gwenn ha Du ?… Daou e tleont beza.
Aotrou Komiser, gwenn ha du a dle beza liviou Breiz.
Liviou Breiz ?
Liviou ar banniel.
Daoust ha Breiz he deus eur banniel ?
Sur he deus.
Nann ! (D’ezañ e-unan). Banniel Breiz a dle beza. Piou ar re-se : gwenn ha du. (O prederia, eur pennad. Da LOM ha da LAOU) Penaos ? c’houi atao amañ, ha Gwenn ha Du o redek ?