Brao emaomp ganti. Kemer eiz devez repoz d’ar zeiz a viz eost mil nao c’hant daou ha tregont. Den ebet war ar blasenn evit diwall monumant an Unvaniez !… (E zivrec’h d’al laez) Biskoaz kement all ! Domaj eo n’oc’h ket bet gwintet ivez, rak, ma red an dorfetourien, daou dorfetour a welan dirazoun.
Ha me a oa em soñj kaout avañsamant.
Da avañsamant ha va hini a zo e sac’h an diaoul.
Sac’het oun. (Goude eur pennad). Ha piou ar mestr amañ goude ar mestr ?
Me eo ar mestr war-lerc’h an hini all.
Dioded lakaet da vistri. Souezus eo n’out ket deût a-benn da c’houzout, te pe unan all, a-hed da droiou a-dreuz kêr, e vije bet diskaret ar monumant d’ar beure.
Feiz, nann !
Na den, na piou, na penaos, na petra, na pelec’h… Mat, paotrig, gouzout a ri hep dale pell, piou eo ar mestr bras en ti-mañ. Ha n’ac’h eus zoken kaset den war lerc’h ar voiouchen ?
N’em boa den da gas.
Pelec’h emañ neuze paotred an Urz : polis war droad ha war vilo, archerien, ar c’hedourien war varc’h ?…
E Gwened, Aotrou Komiser.