Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
JEREMI
Klevet em eus — dre gousk pe dihun — ar boum hag ar bing, hag evit-se emaoun amañ, beure mat.
LOM
Evit-se e c’halven ac’hanoc’h.
JEREMI, taer
…Evit-se emaoun amañ.
LOM
An Aotrou Komiser ne oa ket er gêr, moarvat ? O ! n’eus forz.
JEREMI
Hein ?
LOM
O ! pep hini a zo libr…
JEREMI
Inosant, petra a zo c’hoarvezet ?
LOM, krenn
Ar monumant a zo bet dic’hastet.
JEREMI
Hein ?
LAOU
A zo bet diskaret.
JEREMI
Monumant piou ha monumant petra ?
LOM
Ar monumant kaera a oa e kêr Roazon.
JEREMI
Hini plasenn an ti-kêr ?
— 18 —