Pajenn:Riou - Dogan.djvu/47

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n’he deus ket ezhomm da vezañ adlennet.

Heb mizou-kas da baea.

Nevez-embannet

Don Kihote, hervez Cervantes, embannet gand Brud Nevez (300 pajenn, 138 Lur - 130 Lur evid Izili Kleub al leoriou brezoneg).

Piou n’anavez ket Don Kihote Cervantes ? Mod gand piou eo bet lennet penn-da-benn, evel ma oa bet skrivet da genta ? Pa kement-se a dud, sur a-walh. Amañ on-eus eun "adskrivadenn" euz an oberenn ollvrudet, bet greet gand Ar Pagan ha gand Bodspern, daou skrivagner a veve a-raog ar brezel pevarzeg.Embannet e oa bet da genta e-barz kazetenn Taldir, Ar Bobl.

Red eo bet adweled o skrid gwechou ’zo, mammet ma oa gand boazamañchou an amzer-ze (pehini, pere…). Chom a ra eur skrid beo-buhezeg, a dalv ar boan beza lennet.

Skeudennaouet eo bet an embannadur-ze gand eul livour anavezet mad : Xavier Morvan. Memez evid ar re na gomprenont ket e vo eur blijadur dispar selled ouz e dresadennou.

Strêd paotred ar zabat, gand Visant ’n Askol, bret embannet gand Brud Nevez, 70 lur, (65 Lur evid Izili ar Hleub).

Al leor-mañ n’eo ket bet skrivet evid barn kelennerien Skolaj Itron Zantez Anna.An hini a zoñjfe kement-se a lakfe e dorn en e houlou. Kontañ a ra nemetken darvoudou gwirion c’hoarvezet er bloaveziou tregont gand eur peizantig beuzet en eur helhiadur kevredigezel disheñvel diouz e hini, gand eun espes droug-hirnez hag eur minhoarz gwech goapauz, gwech tenerraet, jamez fallagr, da vihannañ hervez menoz ar skrivagner. Ma ’n-eus ket tizet ar pall, ho pediñ a ra d’e digareziñ