Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/8

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ


PENNAD KENTAN
Raklavar


— « Piv an desketañ en ti ? »

— « Me, a respontas ar c’hi. »

Rak, gouzout a rit, va lennerion, gwechall-gozh al loened mut a gomze kerkoulz hag an dud, ha c’hoant bras am eus da lavarout : gwelloc’h.