Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/51

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
50
AN TI SATANAZET

ker spontus hag an hini a dremenas Mari Karreg-al-Louarn d’al lun warlerc’h pardon Landremel. An droug-penn, an droug-kof, an droug-divskouarn hag an holl zrougoù all n’int netra e-keñver sklerijenn gamm al loar o parañ e-barzh an ti.

Na c’hoarzhit ket !

Ar voereb Mari, goude bezañ savet ur pennadig-amzer evit debriñ un disterig d’he c’hoan, a oa aet en-dro d’he gwele. C’hoant kousket he doa ha ne oa ket evit serriñ he daoulagad. Ankeniet e oa he c’halon. Perak ? Ne ouie ket hec’h-unan. A-wechoù e krede edo an Ankoù o rodal en-dro d’an ti. Selaou a rae. Trouz a oa er-maez, er porzh, e-tal an ti, el liorzh. Selaou a rae c’hoazh ; trouz ebet mui.

Eurioù a dremenas.

Hir e kave an noz. Ar remm a groge enni muioc’h-mui. Mont a rae skuizh war gement tu ; kerkent troet war an tu kleiz he doa c’hoant d’en em lakaat war an tu dehou.

An horolaj a skoas unnek taol. Unnek eur ! Bremaik e sono hanternoz !

Ar voereb a glevas adarre trouz er porzh.

« Tud a zo aze, sur », emezi.

Mes soñjal a rae diouzhtu e oa faziet. Piv eta a vije deuet di, d’ar mare-se eus an noz ? Den ebet. Pe, ma oa deuet unan bennak da welout anezhi ken diwezhat-se, en dije skoet war an nor, ha goulennet digor.

Mari a en em lakaas war he c’hostez kleiz, troet ouzh ar voger. Pouezañ a reas war ar pennwele, kement ha ma c’hellas, evit pladañ