Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/27

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
26
AN TI SATANAZET

teujont d’en em zaremprediñ ; evit o brasañ maleur ivez e oant o chom o-daou e kêr Lanurgad, rak, panevet se, marteze, an amzer he dije lakaet fin d’o darempredoù.

An daou di a oa savet an eil e-kichen egile, ar pezh a oa un dra fall ; an dorioù a zegouezhe eeun-hag-eeun an eil dirak eben, ar pezh a oa falloc’h c’hoazh.

Job ha Lom en em gleve war gement poent eus kement tra, war ar pemdez evel d’ar sul. Pa veze gwelet unan o tont gant an hent, e veze lavaret diouzhtu : an hini all n’emañ ket pell.

Pa laboure Job er park e veze gwelet, kerkent, Lom e toull ar gloued.

— « Ho ! ho ! Job, dont a rit ? »

Ha Job a stlape, kerkent, e forc’h, pe e falz, pe e falc’h ha dao ! da redek ar barrez.

A ! me a lavar deoc’h, labour Job ha labour Lom a oa labourioù difonn. Ar pezh a zisplije ar muiañ d’an daou zen e oa plegañ o c’hein.

Koulskoude Job ha Lom a oa, ouzh o gwelout, disheñvel war gement poent. Setu amañ poltred pep hini anezho : Job a oa bihan, Lom a oa bras ; Job a oa ledan ha skoulmet-kaer, Lom a oa strizh e zargreiz ha strizh e zivskoaz ; Job en doa blev du ha Lom blev ruz.

A-hend-all e oant heñvel-rik.

Tregont vloaz e oant o-daou, hag hini ebet n’en doa kavet da fortuniañ.

Ene Job a denne da ene Lom, evel un den a denn d’e boltred, pa sell er melezour.