Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/129

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
128
AN TI SATANAZET

ar c’holier ne oa ket bet prest diouzhtu, e ti ar boureller. Job a oa droug ennañ. Edo e soñj mont da gavout e voereb da gomz dezhi diwar-benn an heritaj, ha setu n’en doa ket amzer !

— « N’eus forzh ! » emezañ dezhañ e-unan ; « warc’hoazh e vezo heol adarre. En noz-mañ, avat, e vezo satanazet an ti, ken na zrasko an holl draoù e Karreg-al-Louarn… »

Pa voe debret gantañ e goan, Lom a zeuas da di Job. C’hoari a rejont domino e-pad un eur bennak, ha goude, pep hini a yeas, diouzh e du, da gousket.

Ha pa voe lazhet ar goulou e kement ti, ha kousket kement den, Job ha Lom a savas goustad, goustad eus o gwele, a zigoras dor o forzh hep an disterañ trouz, gant aon da lakaat ar chas da harzhal, hag a gemeras adarre hent Karreg-al-Louarn.

Hini ebet anezho ne gerzhe dinec’h. Ankeniet e oant o-daou, evel ma vije bet ur gwalleur bennak o vont da gouezhañ warno.

— « Job ? »

— « Petra ’glevit, Lom ? »

— « Klevout a ran… klevout a ran… feiz ! n’ouzon ket petra a glevan. Klevout a ran trouz en drez, trouz en delioù sec’h, ha, koulskoude, n’eus ket, e beg ar gwez, ur berad avel. »

— « ’M eus aon e klevan trouz, ivez, Lom. »

— « Job, Job, petra ’zo du-se, war ar c’hleuz ? Ne welit ket un dra gwenn bennak, ha ne fich tamm ebet ? »

— « Gwelout a ran, Lom. Petra an tanfoeltr eo an dra-se ? Emichañs n’oc’h ket aonik, Lom ? »