Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/124

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
123
AN EMGANN ETRE AR MARICHAL HA SATANAZ

ha kras, dirak ho taou lagad, neuze hoc’h eus houarnet ho marc’h diwezhañ. »

— « Hein ? »

— « Ya ! ya ! marichal ; houarnet ho pefe ho marc’h diwezhañ, rak me a grougfe ac’hanoc’h dindan eizh devezh, en ho liorzh gant al lerenn hoc’h eus degaset ganeoc’h da grougañ ac’hanon. Emichañs hoc’h eus komprenet ? Mat ! Lom, diskargit ur volennad sistr d’ar marichal. »

Kement a dan a oa o virviñ e daoulagad Job, ma voe spontet ar paour kaezh marichal. Soñjal a reas adarre : Petra an diaoul on deuet d’ober amañ ?

— « Yec’hed deoc’h ho taou ! » emezañ.

Ar marichal a evas e volennad sistr en ur glukadenn.

— « Sistr mat eo, marichal ? »

— « N’eo ket fall, Job. »

A-benn neuze, avat, an houarner kezeg en doa kemeret hent ar maez.

War an hent bras, ar baotred a c’hortoze, leun a anken. Petra ’oa c’hoarvezet du-hont ?

— « Daoust ha dont a raio en-dro ? » eme ar C’herriou.

— « E toull Satanaz eo aet, » a lavaras ar Saliou.

Ha soñjal a reas : e lur vutun karot diwezhañ n’eo ket paeet c’hoazh.

Nann, ar marichal ne oa ket bet debret gant Satanaz. Edo o tiskenn a-dreuz ar roz, e benn en un doare truezus.