Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
111
DAOU BESKETAER EUS AN DIBAB
gemer ar vag all evit herzel ouzh e hini da vont dreist.
— « Ur gordenn nevez ! ur gordenn nevez ! » a soñje Yann, en ur vont. « Ya ! ur gordenn ganab d’o stagañ ouzh ar groug… »
Lom, eñ, gleb evel ma ouzoc’h, a gemeras hent
Lanurgad, a-dreuz ar parkeier. Job a gerzhas
war-du Landremel ; ur penn teñval a oa staget
outañ. Soñjit ! edo o vont da lavarout lakaat ar
sukr, ar c’hafe, ar chikore war goch ar butun !…
N’en doa ket bet a chañs.