Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/86

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 82 )


Eus ma ampech da zibri foen
Ha te ne zebres bruzunen.

Sans moral.


Cals a dud a so chagrinus,
Deus mad ho nessa avius :
Qement eo ho speret mechant
Ne ellont qet beza contant
Ha deze ne servichfe qet
Dre ar reson ma zeint loenet.


————


FABL 69.


Ar Bley hac ar Chas.


Eur bley var eur roc’h a zelle
Eus daou gy hac an em bile,
Pere voa o vessa dènvet,
O devoa ho ambandonet ;
Leset ho dènvet en ho hent
D’en em difframa gant ho dent !
Neuse e conceo esperanç
E c’halje gant pep assuranç,
E voa sur avoalc’h e affer
D’attacqi’n dènvet ep danjer :
Ma teue zioul dindan e art
Hac e qemeras unan lard,
Ha qerqent en em sauveteed.
Ar chas a zistro da voelet,
Ma lesjont neuse ho c’herel
Pa voeljont e venach cruël,