Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/84

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 80 )
FABL 66.


Al Louarn hac ar C’has.


Al louarn voa o tiviza
Gant eur c’has, m’en em vant dezàn
Deus a cals a finesseo,
Eur bissac’hat tromplezono.
Ar c’has a lavar ne voye
Nemet eur seul subtilite,
Mæs e c’houd a re qen patant
D’en em serviji excelant.
Gant cals familiarite
An eil o coms eus egile,
Souden avoalc’h gant eur spont vras
E clevjont eun drous, nombr a chas.
Neuse ar c’has a scrap buen
Evit pignat en eur voeen :
Al louarn pa voe goarnisset,
Gant ar chas a voe qemeret.

Sans moral.


Guel ê vijou eun avis mad
Evit steudi eun avocat.
Eun den grossier ha paysant
A el tapout eun den savant.


————


FABL 67.


Al Louarn hac ar Bley.


Al louarn en eur punç coeet,
En danjer da veza beuet,