Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/81

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 77 )


Ha rei plaç ive da dremen
Dar re so ourgouil en ho fenn.
Gant an amzer e c’haruo
En deo plaç ive ho comso ;
Rac n’eus den qen huël zavet
Gant amzer e vo discaret.


————


FABL 64.


Ar Mul hac ar Bley.


Eur mul o tremen dreist eur bern
Hac a voa deus a zres ha spern,
Ma c’hez eun tam piq en e droad
Ne rê qet dezàn cals a vad.
O voelet ar bley o tonnet :
Ma mignon, en deus lavaret,
E c’hàn da veza dide prey,
Pe d’ar vultur, pe d’ar brini.
Mæs qentoc’h evit ar maro
Gra eur plijadur evidon
Ha qemer ar volonte vad
Da denna’r spern so em zroad,
Hac e c’hallin douçoc’h a ze
Dont da finissa ma bue.
Ar bley en em laca contant,
A aplicq varnàn becg e zant
Hac a dren oc’h ober eur chas
E teu gantàn manific bras.
Ar mul neuse ancoueet
Ar poanio bras en devoa bed,