( 71 )
Guelloc’h e màn, certenamant,
Evit n’oc’h eus-u santimant.
Sans moral.
Meur a hini a seblantfe
Cavet cunz eus marv egile
Ha cousgoude e vent contant
E varfe prest incontinant.
|
————
FABL 58.
Ar Bouc’h bian hac ar Bley
Eur bouc’h dre’r prenest a zelle ;
Ar bley o tremen a voele,
Hac e commanças a dro vad
Eus anezàn da ober goàp,
M’en em gave æz ha contant
D’en injuria excelant.
Ep en em droubla tam ar bley
Da sellet ontàn o tistreï :
N’en dê qet te, certenamant
Evidout da vea mechant.
Ne qet da gomso ma disc’hraç,
Mæs an assuranç eus da blaç.
Sans moral.
Ennes a so eun exempl crèn
A neubeut generosite,
Evel a ra ar boeltronet
Ha meur a hini a verc’het.
|