Penaus e c’halje dont aben
Evit saillat gant an azen.
Ar c’hog a gommanç da gana
Hac èn ractal o partia,
Erve lerer spourouni ra
Pa gleo ar c’hegi o cana.
An azen en deveus credet,
Pa voelas al leön o redec,
E voa racan e voa e spont,
Ma teu var e lerc’h divergont.
Pa voaint ed resonabl araug,
Ne glevet pelloc’h moez ar c’hog,
Al leön, o tistrey e benn :
O ! ma c’hamallat an azen,
Mèn a gred din out manet sot
Beza deut qeit-màn var araug.
Ractal varnezàn e lammas ;
Ne voe qet pell en devoras.
Pa voa o vervel an azen
E re e glemmo evellen :
O ! mèn so zot ha miserabl
Eus en em fourra en combat.
Deus ma c’herent n’en deus hini
A ve capapl da gombatti.
Ar re ve ebars en coler
A lamm evit tenna affer,
Ma c’haru ive alies
E tenner an ourgouil emez,
Ha dont d’en em humilia
D’ar poent ne servich da netra.