Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/59

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 55 )
FABL 44.


Ar Forest hac ar Paysant.


En amzer ma caujee’r c’hoat,
Eur paysant a yez timad
Digant ar forest da c’houlen
Danvez da droada e vouc’hel.
Ar forest a accord gand joa
Hac ar paysant d’e zroada ;
Mæs pa voa en etat neuse
E commanças disqar ar gue.
D’ar forest e teu eur c’hun bras,
Mæs re diveat e teuas :
Drouc-contant ha trist bras e min
Guelet e voa caus d’e revin.

Sans moral.


Sel da biou e ri plijadur,
Pe en em drompli, a dra sur ;
Rac cals, pa p’ho evite gred,
En em implijo e c’henep.


————


FABL 45.


Ar C’hy hac ar Bley.


Dre avantur eur vech ar bley
(Ne voa qet c’hoas de aney),