Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/30

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 26 )


E teu conseillo en ho fenn,
Ma leront, allas ! evellen :
Ma carjen ober evel-ze
Pe bea bet ed dre aze,
Pe vea laret evellen,
Ne voan qet tapet er blegen.
Mæs qement-ze ne servich qet
Araug ma c’haru comprenet
Eur pas araug so muyoc’h crèn
Evit diou gammet var adrèn.


————


FABL 19.


Ar Ranet hac ho Roue.


Ar ranet a voa francq ha libr
Na ne voa varne nep sort brid,
Ma teujont da bedi doue
Da zigas deze eur roue.
Jupiter a chom estonet
Hac a refusas ar ranet.
Int a supplie goaz eus voaz
Evit ma c’hobtenjent ar c’hraz.
A la fin e voe oblijet
Da accordi d’ê ho reqet.
Neuse e taulas Jupiter
Eur picol treust d’ê er rinvier.
En dour pa gueas ar roue
Ar c’hanton tout a eclatte,