Dre ar rezon m’en devoa gred
Eun nombr bras a inimiet,
O veza bet cruel ha cri
Voe punisset en e gosni.
Ar penn-moc’h gue vaillantamant
A lamme gantàn gant e zant ;
An taro ne re qet cals guel,
En broude stard gant e gerniel.
An azen, o c’hoantâd ive
Chanch e ano a zidalve,
A re goassa aille d’e dro,
A dollio treid hac a gomso.
Al leön o huanadi
E teuas da gonzideri :
D’ar re m’am boa noazet guech-all
En just a rent din bremàn fall ;
Mæs ar re m’am boa sicouret
O deveus ma abandonet.
En guirione sod bras oun bet
Caout qement a inimiet,
Ha sottoc’h c’hoas bea fiet
Er re a greden mignonet.