Memeus en ano Jupiter
Abalamour ma voa dister.
D’an egl neuse e voe laret
An escarbot en devoa gred
Hac en devoa bed jujet just
D’e dreti en eur fesson rust.
Evit qement-se ne c’hoante qet
E vije collet raç an egl.
Clascq ho c’haccordi a voe gred ;
Mæs an escarbot ne c’houl qet :
Ar pez a lecqes Jupiter
Da lacqat an egl da ober
E nez en amser a so prob
Ne voeler qet an escarbot.
Sans moral.
Dre ar fabl-màn eo disqueet
Mimpriza den ne gleer qet.
Gant amzer e c’hell pep-hini
Caout ar voyen d’en em venji ;
Evitàn da vea bian
E teuï a ben, mar laca poan.
————
FABL 125.
Assamble bras ar Razet.
Eun deves e voa ar razet
Da ziliberi assamblet
Dre be zort moyen caout ar c’hras
D’en em dilivra eus ar c’haz.