Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 10 )
FABL 8.


Al Labourer hac ar Serpant.


Eul labourer en e zouar
(Ne voa qet an amzer clouar),
En toez an erc’h a voa coeet
A gueo eun aër qazi frimet.
Digas a ra anei gantàn
Evit e lacât da domàn.
Pa voe laqet en tal an tan,
En em gueo a darre buan.
Abars eur pennat goude-ze,
O caout dezi e re domme,
E commanças da vullumy
Qement a voa ebars en ty.
Al labourer a gomso bras,
A tolio manific a vaz,
A gommanças ober e glem
En eur gomz outi evellen :
Te a c’heus c’hoant, mèn voel er fad,
Da renta droug el lec’h ar vad :
Mèn a voel avoalc’h bremàn ze
E c’heuz c’hoant lemel ar vue
Certenamant digant an hini
En deus recouret da hini.

Sans moral.


D’ar re ma p’ho gred ar guella
Alies a ray did falla ;