En bord ar mor evit sellet,
Pegouls vo e aour distolet :
Al logoden en em disque
En nos, non pas james en de ;
Gant naon rac e c’hreanzourien,
Ne gred qet a zevel e fenn ;
Hac an drez ive en em stag,
Pa dremen tud, eus ho dillat,
Evit goud hac hi a alfe
Anaout e rob var gein eur re.
————
FABL 115.
An daou Zen hac an Azen.
Daou zen, eun dezert o tremen,
Var ho ent a geo eun azen ;
Ma savas disput entreze
O clascq goud da biou e vije.
Pep-hini ’nê a zonch dezàn,
E voa deut ennes evitàn,
E voa’r fortun a zigasse
An azen da bep-hini ’nê.
Entre ma voaint gant ho debat,
An azen a ya eur pennat,
Hac evel ze a neubeudo
E c’ha quit hac ho lèz eno ;
Ha pa zistrojont da zellet,
E chomjont ho daou soezet :
Eur c’heun bras neuse ho devoa,
Pa voaint tremenet ep netra.