Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/135

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 131 )


Abars eur pennat goude-ze,
E vignon a arru ive.
Diontàn en deus goulennet
Hac en voa guel en em gavet.
Herve a lerer e zon guel,
Cousgoude e c’han da vervel.

Sans moral.


Gleet eo demp lacqât hor pen
Da chasseal ar flatterien,
Non pas beza re amourous
O clevet caujeerien douç.


————


FABL 112.


Ar C’hog hac ar Gluyar.


Eun den en devoa en e dy
Eun nìnver bras deus a gegi :
Eur gluyar en devoa prenet
Da larda gante voe lacqeet.
Qer qent ma voelas ar c’hegi
Ar gompagnunes anezi,
E voe difesson saludet
Ha chasseet a dolio beg.
Y neuse voe afflijet bras,
P’en em voel reputet qen goaz ;
Mæs o veza lecqeet evez
N’en em c’hrent qet mad assambles,
Eus en em bilat ho goelas
Ha neuse en em gonzolas.