Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/108

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 104 )


Mæs er fin e voe contraignet
Da vont d’ar c’hoat ep tam ebet.
Ar bugel ne chom qet difun
Hac e rencqas mont quit var yun.
Ar vleyez, p’e deus-an guelet
Qen golo e goff retornet,
Diontàn neuse e c’houlle :
Petra a so deut ganez-te ?
Ar bley trist en deus respontet :
Allas ! nèn deus netra tapet.
Ar vageres a bromete
Reï din e buguel, mar goelje ;
Ne deus roët nemet comso,
Hac e deus tromplet ac’hanon.

Sans.


Esop en deus c’hoant da laret
Ne fiet qet re en merc’het,
Rac ho fenn a so variant
Ha sujet bras d’ar chanchamant,
Laret a ra meur a zoctor
E sujont d’al loar pe d’ar mor,
Mæs ar c’hredapla ve al loar
Da gas ho fenn el lec’h ma car.


————


FABL 86.


An Tortu hac an Egl.


An tortu scouis hac enaouet
Evel-ze o ruza ar bed,