Bec’h zo war lann ar girsier, hen-nez zo eunn eost all.
Trouc’het, draillet a pilet, boed mad eo d’ar chatal.
Digor eo ann nozveziou, kontadennou spontuz…
Enn dro d’eunn tantad moudet m’ho zelaoue e kuz !
Ha kalz ureo poanius a zeue d’in goude…
Lutined braz ha laeron enn dro d’in a vije
Pe eur brinsez alaouret gant mab ar roue Breiz
O vale er c’hoad derou gant floc’hikou eleiz.
Dihunet enn eunn taol krenn gant trouz al loaiou koat
Me a ziblouze kerkent mibin ha zeder mad
Da garza gant ar c’haspern ann alar goz velget,
Ha da vont gant ar wersed d’ar park da hada ed.
Ha pa z-out et kuit, heol kez, hep-out e vezo gret
Fic’ha a ra ann alar, kalz ed a vo hadet…
Zelaou al labourerien enn ho fark o kana
Gant-he e man ann here, ar iar a rai ho joa !
Pajenn:RBV 1875-2 p116-120.djvu/3
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ